Angkor Wat
Angkor Wat | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Lec'hiadur Angkor Wat e Kambodia | |
Anv | Prasat Angkor Vat |
Bro | ![]() |
Lec'hiadur | Angkor Thom |
Krouidigezh | XIIvet kantved |
Relijion | Hindou |
Krouerien | Kroget J Suryavarman II Echuet gant Jayavarman VII |
kemmañ ![]() |
Angkor Wat pe Angkor Vat (Kmereg: Prasat Angkor Vat, Brezhoneg: Templ pennañ) a zo ur greizennad temploù Khmer brudet e Kambodia. Brasañ savadur relijiel ar bed ez eo. Da zigentañ e oa ur savadur Hindou ha goude-se gouestlet d'ar voudaegezh. Savet e oa bet gant ar roue Suryavarman II (1113-1150)[1] hag echuet gant ar roue Jayavarman VII (1181-1218), an hini a lakaas sevel templ ar Bayon er greizennad[2]
Ar greizennad Angkor Wat en em astenn war 400 kilometr karrez[3] An tour uhelañ a gaver eno a dap 65 metr uhelder[4].
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodenn ar Bayon e Angkor Wat