Ana Brenda Contreras

Eus Wikipedia
Ana Brenda Contreras e 2015

Ana Brenda Contreras, ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1986, brudet evel Ana Breco, zo un aktourez, kanerez ha top model stadunanat. Etre 2010 ha 2011 e oa bet o c'hoari Aurora Alcázar en telenovela Teresa. Etre 2018 ha 2019, Contreras a c'hoarie Cristal Jennings er stirad skinwel Dynasty war ar chadenn CW, un adsevel eus ar stirad skinwel Dinasty eus ar bloavezhioù 1980.