An Treuzstummadur
An Treuzstummadur (titl orin alamanek : Die Verwandlung) zo un danevell skrivet gant ar skrivagner tchek Franz Kafka, bet embannet evit ar wech kentañ e 1915. Asambles gant Ar Prosez ez eo unan eus oberennoù brudetañ Kafka.
Enni e kont istor ur beajour-kenwerzh anvet Gregor Samsa, a zihun ur mintin hag en em gav treuzstummet en ur «c'hwil-du ramzel». Gant ar vurutellerien e vez renket er vezoudelouriezh. E 2009 e voe embannet troidigezh vrezhonek Yann Talbot gant Al Lanv.
Puilh eo an displegadennoù a gaver diwar-benn An Treuzstummadur : e levr Stanley Corngold (The Commentator's Despair)[1] e kaver ouzhpenn 130 anezho, evel an doare ma tegemerer tud disheñvel er gevredigezh, met ivez an digenvez ha dic'hoanag an dud lakaet a gostez.
Estreget korf Gregor Samsa a gemm en danevell. N'eus displegadenn ebet d'e dreuzstummadur. Er c'hontrol e weler penaos e kemm emzalc'h e familh a-feur ma ya an istor war-raok ha ma ya e stad war fallaat. Er penn-kentañ ez eo gwan e dad ha nerzhus e teu da vezañ. E c'hoar, a zo karantezus er penn-kentañ, a gemer tamm-ha-tamm an traoù e-karg hag a gemer perzh en argas he breur.
Lodennoù an danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- I : Gregor o tihuniñ hag o tizoloiñ e neuz nevez
- II : evezhiadennoù diwar-benn korf Gregor
- III : emzalc'h e familh
- IV : kemmoù en emzalc'h e c'hoar (dre redi)
- V : kemmoù en emzalc'h e vamm (a fell dezhi gwelout he bugel)
- VI : kemmoù e kambr Gregor
- VII : c'hoant e familh : marv Gregor
- VIII : marv Gregor
- IX : e familh a grog en-dro gant ar vuhez pemdez
Embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e voe evit ar wech kentañ e 1915 e Leipzig e niverenn miz Here ar gelaouenn Weiße Blätter, renet gant René Schickele. E miz Kerzu 1915 e voe embannet e stumm ul levr gant Kurt Wolff Verlag, Leipzig (war ar golo orin e lenner «1916»), en dastumad Der jüngste Tag.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet eo bet e 2009 e brezhoneg gant al Lanv, troet eo bet an destenn diwar an alamaneg gant Yann Talbot.
E media all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a film a zo bet, en o zouez:
- (1987)
- Die Verwandlung (1975)
- Förvandlingen (1976/I)
- Metamorphosis of Mr. Samsa (1977) gant Caroline Leaf
- The Metamorphosis of Franz Kafka (1993) gant Carlos Atanes
- Prevrashcheniye (2002)
- Franz Kafka's Metamorphosis acoustical liberation e lec'hienn LibriVox
- Metamorfosis (2004)
- A Metamorfose (2007) en Internet Movie Database]
- Immersive Kafka: The Metamorphosis / Atvaltozas (2010) gant Sandor Kardos, Barnabas Takacs.
Bez ez eus ur strollad sonerezh post-rock amerikan anvet Gregor Samsa.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Stanley Corngold, The Commentators' Despair; The Interpretation of Kafka's "Metamorphosis", Associated Faculty Pr Inc, 1973, ISBN 978-0-8046-9051-5 (en)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù enlinenn
- An destenn orin er Wikimammenn
- Die Verwandlung e lec'hienn DigBib.org (testenn, pdf, HTML)
- The Metamorphosis, troidigezh 2009 gant Ian Johnston, Malaspina University-College
- An destenn e lec'hienn gutenberg.org]
- The Metamorphosis e lec'hienn LibriVox (levr da selaou)
Displegadennoù
- The Metamorphosis gant Vladimir Nabokov
- Existential Primer
- The Metamorphosis studiadenn, dodennoù, arroudoù ha dafar evit kelenn