An Intañvez Barv Glas

Eus Wikipedia
C'hoarierien pezh Roparz Hemon e KEAV e Logivi-Plougraz e 1966 (a-gleiz da zehoù: Yann Talbot, Gizella Étienne hag Ivona Konan).

An Intañvez Barv Glas zo ur pezh-c'hoari skrivet gant Roparz Hemon. Embannet e voe e-barzh Ar Bed Keltiek, e 1965, ha c'hoariet e 1966 e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion (KEAV), e Logivi-Plougraz.

Adembannet eo bet en eil levrenn C'hoariva Roparz Hemon, gant Al Liamm. C'hoariet e voe gant Yann Talbot, Gizella Étienne hag Ivona Konan ha leurennet gant Alan E. ar Berr, c'hoarier-pezhioù a-vicher e-kostez Pariz.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]