An Claidheamh Soluis
An Claidheamh Soluis (Irish: [ənˠ ˌklˠiːw ˈsˠɔlˠəʃ]) a oa ur sizhunieg vroadelour iwerzhonat embannet e derou an XXvet kantved gant Conradh na Gaeilge ("Kevre ar Gouezeleg"). Anvet e voe hervez ar c'hleze marzhus "Claíomh Solais" eus gwengeloù Iwerzhon.
Eoin Mac Neill e voe an embanner kentañ o verañ ar gazetenn etre 1899 ha 1901. Ar C'hevre a lakaas e grabanoù war ar gazetenn divyezhek Fáinne an Lae, hag a gendeuzias gant An Claidheamh Soluis da grouiñ ar gazetenn An Claidheamh Soluis agus Fáinne an Lae.
A 1903 da 1909 e voe embannet ar gazetenn gant Pádraig Pearse, ar c'helenner hag ar barrister hag a voe rener an emsavadeg Pask e 1916. Er prantad-se en devoa ar sizhunieg ur roll a bouez en adsav lennegezh Iwerzhon en ur embann oberennoù diembann en iwerzhoneg hag e saozneg, ha kalzig a bajennoù a veze arveret evit sevel burutelladennoù eus danvezioù sevenadurel. Etre 1909 ha 1916 e oa Seán Mac Giollarnáth ar rener.
Ar gazetenn a gendalc'has dindan an anv Fáinne an Lae (1918–19, 1922–30) ha Misneach (1919–22), a-raok adtapout e anv orin An Claidheamh Soluis e 1930–31. Ha paouez a reas e embannadur e 1932.