American Free Corps
Neuz
American Free Corps pe George Washington Brigade a oa sañset bezañ un unvez emouestlidi a orin Amerikan er Waffen-SS.
Mojenn an American Free Corps
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vojenn a ziskler e vije bet savet un unvezh gant prizonidi brezel a orin Amerikan. Ar pal pennañ d'an emouestlidi a vije bet da stourm a-enep ar gomunouriezh.
Martin James Monti a vije bet unan anezho.
Gwirionez istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket prouenn istorel ebet eus krouidigezh an unvez-se gant lu an Trede Reich. Ur c'hemmesk ez eo etre fedoù gwirion kemmet da dalvezout evel gwirion met stag ouzh ur vojenn:
- SS British Free Corps un unvez gwirion savet gant emouestlidi a orin Saoz hag eus ar C'hommonwealth prizonidi brezel anezho emouestlet er Waffen-SS.
- Martin James Monti ur c'heodedour a orin Amerikan blenier kirri-nij brezel en USAAF emouestlet er Waffen-SS gant ur soñj stourm a-enep al lu ruz.
- Emouestlidi trevour a orin Amerikan o harpañ dre ar propaganda stourm an Trede Reich (Fred Kaltenbach , Douglas Chandler ha Robert Meilleur )
- Soudarded Alaman a orin Alaman-Amerikan pe Alamanted o vestroniañ ar yezh Saozneg pe an Amerikaneg bet treuzwisket evit mont etrezek al linennoù stourm Amerikan evit plantañ reuz eno e-pad Emgann an Ardennoù.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John LaForge, The AFC: Unsungs heroes of the fight against bolshevism .
- Kurt Vonnegut, Slaughterhouse-Five, or The Children's Crusade: A Duty-Dance with Death, embannadur Delacorte, 1969 (ISBN 0-385-31208-3)