Amelia Dyer
Neuz
Amelia Dyer
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv e yezh-vamm an den | Amelia Dyer |
| Anv ganedigezh | Amelia Elizabeth Hobley |
| Anv-bihan | Amelia, Elizabeth |
| Anv-familh | Dyer |
| Deiziad ganedigezh | 1838 |
| Lec'h ganedigezh | Bristol |
| Deiziad ar marv | 10 Mez 1896 |
| Lec'h ar marv | Newgate Prison |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Kondaonet evit | muntr |
| Penalty | kastiz ar marv |
| Micher | klañvdiourezh, lazher a steudad |
| Deroù ar prantad labour | 1880 |

Amelia Elizabeth Dyer (ganet Hobley), lesanvet the Ogress of Reading ("roñflez Reading"), ganet e 1838 ha marvet d'an 10 a viz Mezheven 1896, a oa ur vuntrerez hag a lazhas bugale a oa bet fiziet enni.
Adalek 1869, hag hi intañvez, e labouras Amelia Dyer evel magerez. Goude marv ar babigoù kentañ fiziet enni e voe kondaonet da c'hwec'h miz galeoù, abalamour d'an diouer a evezh he doa diskouezet. Goude-se e lazhas a-zevri degadoù a vugale all. Kontañ a reer he dije lazhet etre 200 ha 400 babig. Meur a wech e voe kaset d'un ospital psikiatrek. E miz Ebrel 1896 e voe harzet ha barnet. Kondaonet e voe d'ar marv ha krouget e voe d'an 10 a viz Mezheven 1896.