Amalie von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld-Bischweiler
Neuz
Amalie von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld-Bischweiler, ganet en 1752 ha marvet en 1828, a oa priñsez Bavaria deuet da vout Rouanez Sachsen dre zimeziñ.
Merc'h e oa da Friedrich Michael von Pfalz-Birkenfeld ha d'e bried Maria Franziska von Pfalz-Sulzbach.
Dimeziñ a reas en 1769 da Friedrich-August III, Dilenner Sachsen (1754-1827) a voe savet da Roue Sachsen gant Napoleone Buonaparte en 1806. Ouzhpenn e voent anvet da zuged Varsovia.
Ur verc'h o doe, Maria Augusta von Sachsen (1782-1863) ; kaoz a voe d'he dimeziñ d'ur gwaz eus ur familh hag a c'hellfe goulenn tron Polonia, met ne voe uhelad ebet mennet da greñvaat rouantelezh Saks pe da adsevel rouantelezh Polonia. Dizimez e chomas.