Amalia Wilhelmina von Königsmarck

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Amalie Wilhelmine von Königsmarck (en alamaneg), pe Amalia Wilhelmina Königsmarck (e svedeg), ganet e 1663 ha marvet e 1740, a oa ur gontez svedat, livourez, barzhez svedek, hag aktourez.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Kurt Christoph von Königsmarck (1634-1673) ha da Maria Christina Wrangel. C'hoar e oa da Philipp Christoph von Königsmarck, Aurora von Königsmarck ha Carl Johan von Königsmarck, ha nizez e oa da Otto Wilhelm von Königsmarck. Dimeziñ a reas d'ar c'hont Carl Gustaf Lewenhaupt (1662-1703) e 1689.

E lez Sveden e oa e-touez studierezed David Klöcker Ehrenstrahl.

Livet he deus un emboltred (1688), ur poltred eus he c'hoar Aurora, eus ar briñsez Katarina Ebba Horn (1698) hag eus Sophia Dorothea von Hannover.

Evel he c'hoar Aurora e kemeras perzh e c'hoariva al lez, gwarezet gant ar rouanez Ulrika Eleonora Danmark.

Sevel barzhonegoù a reas ivez.


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Svenskt konstnärslexikon (Swedish Art dictionary) Allhems Förlag Malmö
  • Lars Löfgren: Svensk teater (Swedish theatre) Natur och Kultur, Stockholm 2003, sid. 46. ISBN 91-27-09672-6.