Mont d’an endalc’had

Amalia von Sachsen-Weimar-Eisenach

Eus Wikipedia
Amalia von Sachsen-Weimar-Eisenach

Amalia Maria da Gloria Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (20 a viz Mae 1830 e Gent - 1 a viz Mae 1872 e Walferdingen) a oa ur briñsez eus Sachsen-Weimar-Eisenach ha dugez Sachsen, ha priñsez eus an Izelvroioù dre zimeziñ da Hendrik van Oranje-Nassau, mab da roue an Izelvroioù.


Merc'h e oa da Karl Bernhard von Sachsen-Weimar-Eisenach (1792-1862) ha d'e bried Ida von Sachsen-Meiningen (1794-1852). E 1847 edo e Mdeira pa en em gavas gant daou vab roue an Izelvroioù, Hendrik, hag Alexandre.

E 1853 e timezas da Hendrik e Weimar. Bevañ a rejont e kastell Walferdange e Luksembourg, ma oa bet anvet Hendrik da Stathouder. Bugel ebet n'o doe. Mervel a reas en 1872, ha beziet e voe e Delft.