Mont d’an endalc’had

Alvokad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alvokaded)

Un alvokad zo ur gwiraour a vicher frank enfredet da zifenn, da skoazellañ, da guzuliañ ha da gomz en anv e glianted dirak al lez-varn. E Bro-C'hall, enskrivet eo war roll urzh an alvokaded (pe vreutaouriezh) staliet e pep lez-varn ensav meur[1].

Meur a hentenn a zo a-benn dont da vezañ alvokad. Ret eo kaout d’an nebeutañ ur vachelouriezh heuliet gant ur vestroniezh (master) war ar gwir evit gellout bezañ degemeret e kreizenn rannvroel stummañ alvokidi (CRFPA).
Gallout a reer ivez tremen dre Sciences Po, en ur spisaat e studioù war ar breutaerezh. A-benn prientiñ an diplom dibar (CAPA) e vez graet ur bloavezh kentelioù teorikel. Evit lakaat e ouiziegezh da dalvezout e vez goulennet gant an danvez-alvokad ober ur staj e-pad 18 miz e ti unan a vicher. Ur wech ma 'z eo prest an deskard, e tou dirak al lez-varn galv (cour d'appel) hag enskrivet en ur vreutaererezh. 181 a zo e Bro-C’hall a-bezh.
D’ar 1añ a viz Genver 2005 e oa bet niveret 43977 alvokad e Bro-C’hall ; 47% anezho a oa neuze, hag a zo c’hoazh, maouezed.

Gopr krenn un alvokad a zo 5 000 € bep miz. Digempouez da vat eo abalamour ma c’hall un alvokad gounit kalz (380 000 € eo gopr uhelañ Frañs) pe nebeut-tre, war-goll memes, evel 8% eus alvokidi Frañs.

Perzhioù goulennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit bezañ en e aez pa vezer alvokad ez eo ret bezañ tuet war al labour, bezañ gouest da ezteurel e soñjoù en un doare sklaer dre gomz ha dre skrid, bezañ desket-kaer, resis, krak-ha-berr, faltazius a-wechoù, emren, kaout ur spered kenaozañ ha gouzout selaou an dud all.

Aozadur ar justis e Bro-C’hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disrannet eo ar justis e div lodenn : an urzh barnerezhel hag an urzh velestradurel.

Urzh barnerezhel Urzh velestradurel
  • 1añ barnidigezh : Aferioù sivil pe ispisial barnet evit ar wech kentañ en TGI, en TPE (bugale), en TDC (kenwerzh) pe Kuzul ar Prud’hommes (labour) ; aferioù kastizel el lezioù-barn polis, lezioù-torfedoù ha lez-asizoù...
  • Lez-varn galv : Ma ne vez ket a-du tud ’zo gant ar varnadenn gentañ e c’hellont goulenn e vefe advarnet an afer. Adwelet e vez neuze an afer-se gant al lez-varn galv (35 a zo e Bro-C’Hall).
  • Lez-varn dorridigezh : Al lez-mañ ne advarn ket an aferioù met gwiriekaat a ra ma ‘z eo bet doujet ouzh al lezennoù bet lakaet e-pleustr gant al lezioù-barn galv.
  • 1añ barnidigezh : Breudoù etre n’eus forzh peseurt keodedour hag izili ar galloud publik (implijidi ar Stad) evel ar rannvroioù, an departamantoù, ar c'humunioù hag an embregerezhioù-Stad.
  • lez velestradurel-galv : Ma ne vez ket a-du unan eus ar c’hostezioù e vez goulennet adwelout an afer gant al lez-mañ.
  • Kuzul-Stad : Gwiriekaat a reont hag-eñ ‘z eo bet lakaet e-pleustr ar c’hastiz, en ur zoujañ ouzh al lezenn, gant al lezioù melestradurel-galv.
  1. Tribunal de grande instance (TGI) ; gwelout ivez : breutaer.

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Alvokad er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • M’ho peus c’hoant da gaout resisadurioù diwar tra pe dra a-zivout ar Justis, ha ma vefe evit bezañ kelaouet pe evit ur vicher war ar Gwir, e c’hellit mont da sellet ouzh lec’hienn Ministrerezh ar Justis: http://www.justice.gouv.fr.