Als
Neuz
Als (Alsen en alamaneg) zo unan eus inizi Danmark er Mor Baltel. Poblet eo gant war-dro 60 000 a dud hag en em astenn a ra war ur gorread a 321 km².
Tost eo d'an douar-bras ha dispartiet eo diouzh ledenez Jutland gant strizh-mor Als Sund a c'haller tremen war-bouez daou bont. Sønderborg eo ar gêr vrasañ, war vord ar strizh-mor, ha lod eus he c'harterioù nevesañ en em astenn war an douar-bras.