Ally McBeal (tudenn)

Eus Wikipedia

Allison Marie McBeal zo un dudenn ijinet er stirad skinwel Ally McBeal war ar chadenn Fox ha c'hoariet gant Calista Flockhart.

Ally zo un alvokadez eus Boston. Brudet eo evit bezañ ur vaouez e karantez dizehan o klask un danvez-pried. Alies e vez o klevet kanaouennoù en he fenn. Gwelet a ra ivez falswelidigezhioù, hini ur babig dreist-holl, aon ganti ma vefe re ziwezhat a-fed korf evit kaout bugale.