Mont d’an endalc’had

Allegoria dell'Inclinazione

Eus Wikipedia
Allegoria dell'Inclinazione
Aozerien Artemisia Gentileschi
Il Volterrano (dilhad, 1684)
Bloavezh 1615-1616
Doare Eoullivadur war lien
Ment 152 x 61 cm
Lec'hiadur Casa Buonarroti
Firenze
 Italia

Allegoria dell'Inclinazione ("Alegorienn an Doug") zo un eoullivadur graet war lien gant al livourez italian Artemisia Gentileschi (1593-1653) war-dro 1615-16 hag a zo dalc'het e Casa Buonarotti, e Firenze en Italia.
Graet e voe evit ar skrivagner Michelangelo Buonarroti il Giovane (1568-1646), un niz d'an arzour brudet Michelangelo Buonarroti.

Warni e weler ur plac'h yaouank en he noazh, blev melen hir dezhi, en he c'hoazez e-touez ar c'houmoul, skeudenn an doug d'an arzoù. Ur steredennig zo o lugerniñ a-us dezhi.

Krediñ a reer ez eo un emboltred diwar zorn an arzourez, a oa 23 bloaz da neuze. Gant Leonardo di Buonarroto, niz d'ar skrivagner, e oa bet urzhiet an oberenn.
Siwazh, re c'hadal e oa an daolenn ha re strafuilhus da dud zo ; e 1684 neuze, da lavarout eo 31 bloaz goude marv an aozerez, e c'houlennas perc'henn an daolenn digant al livour Baldassarre Franceschini (Volterrano) gwiskañ ar veleganez dielevez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]