All I Want for Christmas Is My Two Front Teeth

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

All I Want for Christmas Is My Two Front Teeth zo ur ganaouenn saoznek stadunanat diwar-benn Nedeleg savet gant Donald Yetter Gardner pa rae skol e Smithtown e New York. Un deiz e c'houlennas en ur c'hlas digant ar skolidi petra o devoa c'hoant da gaout da Nedeleg, pa welas e oa meur a hini eus ar responterien hag o devoa kollet un dant. Gardner a skrivas ar ganaouenn en ur ober 30 munut.

En 1948 e oa bet enrollet gant Spike Jones & His City Slickers ha George Rock, ha brudet e voe en 1949. Abaoe eo bet kanet ivez gant George Strait, Danny Kaye ha The Andrews Sisters, The Platters, Nat King Cole, The Chipmunks, Hampton String Quartet, Amanda Sollum, hag 1, rue Sésame.

Diwar ar ganaouenn-se en deus savet ar c'haner country Cledus T. Judd, e 2002, ar ganaouenn all anvet All I Want For Christmas Is Two Gold Front Teef, embannet en e albom Cledus Navidad.