All Hallows' Eve (film, 2013)
Titl | All Hallows’ Eve |
---|---|
Heuliad | Terrifier |
Heuliet gant | Terrifier |
Tachenn | Sinema spont, Slasher |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 2013 |
Sevener | Damien Leone |
Amleder | RLJE Films |
Liv | liv |
Diaz embann | video diwar c’houlenn, Direct-to-video |
Renkadur EIRIN film | R18+ |
Set during recurring event | Halloween |
All Hallows' Eve zo un antologiezh filmoù spont stadunanat embannet e 2013. Sevenet, skrivet ha renet eo bet gant Damien Leone, ar wech kentañ e oa dezhañ bezañ filmaozer. Ar film zo savet gant un heuliad filmoù berr. Daou vugel hag o magerez a gav ur c'hasedig video dizanv e-kerzh nozvezh Halloween, er c'hasedig e vez gwelet obererezhioù feuls ar c'hlown Art. Aktourien ar film eo Katie Maguire, Catherine Callahan, Marie Maser, ha Kayla Lian, gant Mike Giannelli evel Art the Clown. Ul lodenn eus ar film zo tennet eus ar film berr embannet e 2008 hag anvet The 9th Circle. Ul lodenn all zo tennet eus ar film berr eus 2011 anvet Terrifier. An daou film-se a oa bet sevenet gant Leone hag a gont istor Art ar c'hlown.
All Hallows' Eve zo bet embannet e doare direct-to-video gant Image Entertainment d'an 29 a viz Here 2013 ha degemeret etre eo bet. Ar film zo bet heuliet gant un antologiezh all dieub, All Hallows' Eve 2, e 2015, gant lodennoù gant filmaozerien disheñvel. An dudenn Art the Clown zo bet adkemeret er film Terrifier e 2016, skrivet ha renet gant Leone.