Alkpote

Eus Wikipedia

Akapote eo e anv leurenn Atef Kahlaoui. Ganet eo d’an 3 a viz C'hwevrer 1981 en 10vet ranngêr Pariz, en ur familh eus Tunizia.

Savet eo diwar ur c’hoari-ger, ur c’halembour, ur meskaj kendeuzet gant Al Capone ha capote. Ijinet e voe gantañ pa oa 15 vloaz, hag e stagas e obererezh gant Unité 2 Feu e 1998. Ar pladennoù Haine, ha Misère Et Crasse a voe sevenet ganto. E 2007 e krouas ar bladenn Sucez-moi avant l'album.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont ra Atef Kahlaoui eus ur familh tunizian met e Pariz e oa ganet. Diaes e oa dezhañ er skol, heñchet e voe da 15 vloaz war-zu un hentad micherel plomerezh, ‘vel e dad, hogen ne oa ket dedennet da vout micherour. E 1995 e krogas gant e garierenn, goude dezhañ ober e annez e karter ar Pyramides en Evry. Evitañ eo Al K-Pote un eil dudenn anezhañ, difluket just diouzh e benn. Kemend-all evit Gaisbarre, a gustume implij un toullad amzer zo. Gant gwerzennoù peurlipet mat, ur froudenn hedro ha liesstumm gant pozioù awenet gant pezh a dremen war straedoù bannlevioù ar Pyramidennoù, gant ur yaouankiz en dekalach, e troellennoù un dreistwirvoud e voe karget e follennoù, skrabouillet.

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2007 eta e voe ar bladenn Sucez-moi avant l'album. Gant ar ganaouenn Bande de putains, e voe graet reuz etre ar re a savas a-du gant ar c'homzoù hag ar re a-enep ; evit darn anezho e oa un eztaoladenn eus gwashañ raksoñjoù ha klichedoù bed ar rap.

2012 : pladenn L'Empereur contre-attaque. Gant Seth Gueko en doe kenlabouret, a weler en ur c'hlip. Alies en doe lavaret e oa erru poent dezhañ lakaat un ehan d'e garierenn, pezh n'en deus ket graet morse. Derc'hel a ra bepred da embann e safar, bitrakoù, fentigelloù lu, tudennoù ijinet en e glopenn pastek. Mestr an atahin eo, gant un neuz peuzsirius warnañ.

2014 : pladennn Orgasmixtape,

2016 : pladennoù Ténébreuse Musique ha Sadisme et Perversion

2017 : pladenn Les Marches de l'empereur, gant Dj Weedim, a gemeras perzh er bladenn-se, met en tu-hont da se en doa pedet : Vald, Biffty, Iron Sy, la MZ, Black-D du XV Barbar, 13 Block, Leto du PSO Thug, Niska & La B, Brigistone, Jones Cruipy, Jarod, Tino, et Cinnamon.

2018 : pladenn Inferno D’an 10 a viz Here 2019 ec’h embannas e glip Monarchie Absolue, un daouad gant Bilal Hassani. Ar chuchuenn arab a oa aet d’an Eurovizion e 2019.