Ali Abdullah Salih
Ali Abdullah Salih pe Ali Abdullah Saleh ( علي عبدالله صالح en arabeg) (21 a viz Meurzh 1942 - 4 a viz Kerzu 2017) zo bet kentañ prezidant Republik Yemen. Etre 1978 ha 1990 e oa prezidant Republik Arab Yemen (Yemen an Norzh), ha goude-se e oa deuet da vezañ prezidant Republik Yemen (Yemen unanet), betek ar 27 a viz C'hwevrer 2012.
Mont a reas Ali Adballah Salih d’an arme e 1958 ha, tamm-ha-tamm, e pignas gant skeul an derezioù ofiserien. Goude un taol-stad a-enep ar prezidant kent, Ahmad al-Ghashmi, e oa bet unan eus ar pevar ofiser karget da ren Yemen an Norzh, ha d’ar 17 a viz Gouere 1978 e oa bet dilennet da brezidant ar republik gant ar parlamant.
E miz C’hwevrer 2011, da-heul manifestadegoù en e enep, en doa embannet e rofe e zilez eus e garg a-benn dibenn e respet, e 2013. D’an 23 a viz Ebrel 2011 en doa lavaret e oa prest da reiñ e zilez diouzhtu, gant ma na vefe ket tamallet na lakaet ar bec’h warnañ goude. D’an 18 a viz Mae 2011 en doa sinet un emglev gant e enebourien, da reiñ e c’her ez afe kuit a-raok miz alese, met dinac’h a reas e bromesa nepell war-lerc’h. D’ar 4 a viz Mezheven 2011 e oa bet gloazet-bras e-pad un argadenn a-enep e balez. Kaset eo bet da brederiañ da ospital Riyadh, en Arabia Saoudat.