Mont d’an endalc’had

Alfred John North

Eus Wikipedia

Alfred John North[1], bet ganet d'an 11 a viz Mezheven 1855 e Melbourne (Victoria (Aostralia)) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 1917 e Sydney (Sukembre-Nevez, Aostralia), a oa un evnoniour aostralian.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Kas a reas e studi da benn en e gêr c'henidik (Melbourne Grammar School) a-raok mont da zanvez orfebour ha mont da labourat e stal Henry Young e-pad ur prantad.
Bez' e voe e-touez ar re a voe savet ar Field Naturalists Club of Victoria gante e 1880. Adalek 1886 e krogas da reiñ dorn da dud an Australian Museum evit ober war-dro vioù laboused an dastumadeg "Dobroyde" savet gant ar vreudeur Edward Pierson ha James Ramsay. Anvet e voe da eilmirour E. P. Ramsay e 1889, o plediñ gant ar sevel katalogoù evned Aostralia miret er Muzeom. E 1891 e voe anvet da vat e Rann an Evnoniezh ma chomas betek e varv.

Roet e voe, e 1912, e anv d'ur genad krakperokeded — Northiella — gant ur skiantour aostralian all, Gregory Mathews (1876-1949).

Bez' e voe unan eus kenskriverien an American Ornithological Society adalek 1902.

Listenn al laboused studiet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C
Conopophila whitei, Corvus bennetti,
  • P
Pezoporus flaviventris, Porzana atra, Ptilinopus insularis, Ptilotula keartlandi,
Platycercus elegans melanopterus, Platycercus eximius diemenensis.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ober a reer gant ar berradur North e metoù al loenoniezh.