Mont d’an endalc’had

Alexander Whyte

Eus Wikipedia

Alexander Whyte, bet ganet d'ar 5 a viz Meurzh 1834 e Fothair Chárdain (Siorrachd Obar Dheathain, Bro-Skos) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Kerzu 1908 e High Barnet (Londrez-Veur, Bro-Saoz)[1], a oa un ergerzher ha naturour breizhveuriat.

Labourat e reas e Malawi hag Ouganda, eus 1891 da 1904, ma tastumas loened ha plant hag a voe kaset da Liorzhoù-louzawouriezh roueel Kew (Bro-Saoz) ha d'ar British Museum etre 1893 ha 1899.

Roet e voe e anv d'un nebeud spesadoù evnedCrithagra whytii, Stactolaema whytii, Sylvietta whytii — da zougen bri dezhañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]