Albrecht Becker

Eus Wikipedia
Albrecht Becker e 1930

Albrecht Becker (Thale am Harz e Alamagn, 14 a viz Du 1906 - 22 a viz Ebrel 2002, Hamburg), bet tresour arvestoù, luc'hskeudenner hag aktor diouzh e vicher, a oa bet bac'het gant an Nazied abalamour ma oa heñvelreviat.

Da 18 vloaz e vagas karantez ouzh un den koshoc'h evitañ hag a-gevret e chomjont e-pad hogozik dek vloaz. E 1935 e oa bet harzet, tamallet hervez Mellad 175 da vezañ heñvelreviad ha kaset e oa bet d'an toull-bac'h e Nürnberg e-pad 3 bloaz.

Goude ma oa bet laosket da vont ec'h eas gant Arme Alamagn d'en em gannañ e Talbenn Rusia betek 1944.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.