Alberto Batori

Eus Wikipedia

Alberto Batori a zo bet ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1884 e Viareggio ha marvet d'ar 5 a viz Du 1923 er memes lec'h.

Mestrc'hoarier, kudennour ha kazetennour echedoù italian.

Goude bout bet martolod en e yaouankiz e teuas da vout kudennour echedoù. Sevel a reas ar gazetenn echedoù L'Italia Scacchistica e 1911 a-gevred gant Rosselli del Turco. Gober a rae war-dro rann ar c'hudennoù echedoù er gazetenn. Ren a reas ar gazetenn adalek 1916 betek e varv.

E 1911 e kemeras perzh e Tournamant Roma e rann an amatourion: 4vet e voe. E wellañ disoc'h a voe e drec'h e Tournamant Mistri Viareggio gant 5 poent diwar 6: dont a reas da vout Kampion Italia, dirak Rosselli del Turco ha Cenni. 4vet e voe e Tournamant . Bologna e 1913, 5vet e Tournamant Milano e 1916 ha 6vet e Tournamant Milano e 1919. 11vet hepken (diwar 12 c'hoarier) e voe e Tournamant Viareggio 1921.