Mont d’an endalc’had

Albertine von Montenuovo

Eus Wikipedia
Albertina di Montenuovo
poltred eus skol Parma, 1833
He mamm, Marie-Louise Aostria, dugez Parma, gant Giovan Battista Borghesi 1839
He fried, ar c'hont Luigi Sanvitale, politikour.

Albertine von Montenuovo, pe di Montenuovo, ganet e Parma d'an 1 a viz Mae 1817, marvet e Fontanellato d'ar 26 a viz Kerzu 1867, a oa kentañ merc'h Marie-Louise Aostria, arc'hdugez Aostria, ha dugez Parma, Piacenza ha Guastalla hag he serc'heg, ha pried morganatek, Adam Albert von Neipperg.


Albertine a oa merc'h da Marie-Louise Aostria, ha da Adam Albert von Neipperg. He mamm a oa merc'h d'an Impalaer santel Franz Iañ an Impalaeriezh santel hag eil pried an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Pa voe harluet he fried en Enez Elba en em gavas Marie-Louise gant Adam Albert von Neipperg, un den a fiziañs kaset gant he zad d'hec'h ambroug da-geñver ur weladenn da Aix-les-Bains. Ha setu an arc'hdugez a oa bet impalaerez c'hall da orgediñ ouzh ar c'hont aostrian.

Goude faezhet Napoleon Iañ e 1815 ha harluet da Sainte-Hélène, e tegouezhas Marie-Louise e Parma, Piacenza ha Guastalla ha ganti Neipperg, a oa da vezañ kentañ ministr.

Genel a reas Albertine ur bloaz bennak goude ma oa erruet an dugez e Parma. Hogen evel ma oa dimezet Marie-Louise da Napoleon e oa bastardez Albertine. Anvet e voe Albertine, diwar anv-badez he zad, ha Montenuovo diwar italianekaat an anv Neuberg (eus Neipperg).

Tremen a reas he bugaleaj e ti ur medisin eus Parma, Giuseppe Rossi, ha skoliataet e voe gantañ. Mont a rae he zad hag he mamm d'he gwelout e kuzh, poanius e oa d'ar vamm, seul vui ma oa anavezet an afer gant an holl e Parma.

E miz Eost 1819 e c'hanas Marie-Louise ur mab, Guglielmo, hag a vevas e ti ar medisin Rossi gant e c'hoar. Mervel a reas Napoleon 2 vloaz goude, e Mae 1821, e Saint Helena (enezenn). Tri miz goude, e miz Eost, e timezas Marie-Louise, e kuzh, da Neipperg, dre un dimeziñ morganatek, dre an abeg ma oa izeloc'h renk he fried eget hec'h hini. Dont a reas bugale Marie-Louise da chom da Balez an Duged, ha skoliet e voent gant ur c'houarnerez hag ur skolaer.

Anavezet e oa bezañs Guglielmo hag Albertine e palez Parma gant tiegezh impalaerel Vienna, met den ne grede ober anv anezho.

Mervel a reas ar c'hont Neipperg e C'hwevrer 1829. Meneg a rae, en e destamant, eus an daou vugel hag eus an dimeziñ morganatek. Marie Louise a savas ur gofesadenn, ma tisklerie ganedigezh daou vugel, hag a voe lakaet e-touez dihelloù kuzh ar stad. Daoust da se ne voe ket aotreet da advugelañ Albertine ha Guglielmo evel a garje bezañ graet hag evel ma c'houlenne Neipperg en e testamant.

D'an 28 a viz Here 1833, ha hi 16 vloaz, e timezas Albertine da Luigi Sanvitale, kont Fontanellato, un den eus unan eus uhelañ tiegezhioù kêr Parma. Kaoze a voe diwar o fenn, abalamour da oad ar c'hont, 34 bloaz, ha dre ma voe serc'heg da Marie-Louise goude marv Neipperg. Daoust da se e oa emglev etre ar priedoù Sanvitale, pevar bugel o doe, div verc'h marvet abred, ha daou baotr, Alberto ha Stefano, karet gant o mamm-gozh dugez.