Albert Pierrepoint

Eus Wikipedia

Albert Pierrepoint, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1905 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Gouhere 1992, a oa ur bourev saoz. Krouget en doa etre 435 ha 600 den e-doug 25 bloaz micher, ha paouez a reas e 1956. E dad, Henry, hag e eontr Thomas a oa bet krougerien ofisiel araozañ.