Mont d’an endalc’had

Albert Kahn

Eus Wikipedia

Albert Kahn, ganet en Elzas er bloavezh 1860, a oa ur banker hag ur madoberour gall.

Ganet e oa en ur gumuniezh a varc'hadourien yuzev. E wir anv-bihan e oa Abraham, a voe gallekaet goude.

Goude ar brezel a-enep ar Brusianed e 1870 e oa bet kollet ar vro gant ar Frañs. E familh a zivize chom gall ha setu int a ranke tec'hout kuit.

Labourat a rae en ti-bank a-raok mont da vezañ ur banker e-unan. Kalz arc'hant a c'houneze gant mengleuzioù aour ha diamantoù e Bro-Afrika ar Su. D'ar poent-se, bremañ ma oa pinvidik hag en oad, e c'houestle e vadoù hag e vuhez d'ar peoc'h er bed.

Fondasionoù a bep seurt e oa bet savet gant Albert Kahn evit digeriñ ar speredoù da gompren ar pobloù all. Traoù all a oa bet graet gantañ diwar-benn skiant ar mab-den, skiant sokial, medisinerezh hag all.

Ar pezh dedennusañ krouet gantañ eo Teulioù ar bed ("les archives de la planète" e galleg). Albert Kahn en doa an emskiant ennañ a yelo da get sevenadur ar bobl ha sevenadurioù ar pobloù gant an dispac'h greantel. Setu eñ da arc'hantaouiñ beajoù er bed a-bezh da skipailhoù luc'hskeudennerien evit kemer testenioù eus buhez ar mab-den. Echu e oa an oberiantiz gant enkadenn 1929 : rivinet e oa. Marvet e oa Albert Kahn e 1940 e Boulogne-sur-Seine

Gwerzhañ a rae ar fondasion e 1936 gant kuzul-departamant Seine (bremañ hini Hauts-de-Seine 92). Ur mirdi e teue da vezañ e 1986.

Ul liorzh vrav a zo staget ouzh ar mirdi, awenet gant danvezioù liesseurt : liorzh giz Bro-C'hall, giz Bro-Saoz, giz Bro-Japan hag evel menezioù Vosges, koad alaouret, koad glas, pradenn, geun.