Alain Chabat
D'ar 24 Du 1958 e Oran (Aljeria) eo bet ganet Alain Chabat. Un aktour hag ur sevener sinema gall eo.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sevener, aktour, produktour (gant ar c'hevredad produiñ «Wam»), ur senarioner hag un animatour skinwel eo.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yuzevien eo e dud (sefarad). E Frañs eo erru Alain Chabat e 1962.
Penn-kentañ ar red micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroget en deus da dresañ bandennoù treset a-raok bezañ klevet war ar wagenn adalek 1980 war Radio Andorre ha France Inter ma voe gant kevratoù bihan evit an abadenn « l’oreille en coin».
E RMC en em gavas gant Pierre Lescure. Eñ a ginnigas dezhañ e 1984 mont gantañ evit labourat war ur chadenn tele nevezpour, Canal Plus. Kregiñ a reas gant an amzer ha pemp miz diwezhatoc'h e vuhezo «4C+» un abadenn-bemzediek war-eeun, gant c'hoarioù, klipoù, sketchoù ha kouvidi.
Buheziñ a reas « Prochainement sur Canal + » er memes mare, un abadenn sizhuniek gant Daniel Toscan du Plantier hag un dibab pennadoù e abadenn « Zénith », kinniget gant Michel Denisot.
An uhelvrud : mare «Les Nuls»
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1987, Alain Chabat a savas ar pevarad anvet Les Nuls war ar chadenn da baeañ Canal Plus. Gant Chantal Lauby, Bruno Carette ha Dominique Farrugia e roas buhez da pennadoù fentus en heuliadenn egorel Objectif Nul pe en abadenn Nulle part ailleurs, gant ar c'heleier faos. Adkroget a reas gant ar c'heleier faos en abadenn Les Nuls l'émission.
Un distro a reas er skinwel war ar chadenn Comédie! da gentañ en ur vuhezañ e-pad un nebeud mizioù La grosse émission e 1998, hag adarre war Canal Plus e 2001 gant ar c'hoari anvet Burger Quiz, ur c'hoari gant goulennoù iskis-tre a zlee respont an emstriverien kelc'hiet gant kouvidi (aktourien, fentigellerien), en ur ginklañ predoù war ar prim.
Ar sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll-filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrom:Listenn aktourien (En holl filmoù a heul eo aktour Alain Chabat da nebeutañ) :
- 1990 : Baby Blood
- 1991 : Les Secrets professionnels du Dr Apfelglück
- 1994 : À la folie
- 1994 : Parano
- 1994 : La Cité de la peur gant Alain Berbérian (kensenarioer ivez)
- 1995 : Gazon maudit
- 1996 : Delphine 1 - Yvan 0
- 1996 : Le Cousin gant Alain Corneau
- 1997 : Didier (sevener ha senarioer ivez)
- 1998 : Mes amis
- 1999 : La Débandade
- 1999 : Bricol' Girls (vidéo)
- 2000 : Le Goût des autres gant Agnès Jaoui
- 2001 : L'Art (délicat) de la séduction gant Richard Berry
- 2001 : Astérix & Obélix : Mission Cléopâtre (sevener, senarioer ha produktour ivez)
- 2001 : Shrek (mouez : doare gallek)
- 2003 : Chouchou
- 2003 : Laisse tes mains sur mes hanches
- 2003 : Mais qui a tué Pamela Rose ? gant Éric Lartigau
- 2003 : Les Clefs de bagnole gant Laurent Baffie
- 2004 : Ils se marièrent et eurent beaucoup d'enfants gant Yvan Attal
- 2004 : Shrek 2 (mouez : doare gallek)
- 2004 : RRRrrrr!!! (sevener, senarioer ivez)
- 2005 : Papa gant Maurice Barthélémy
- 2006 : The Science of Sleep gant Michel Gondry
- 2006 : L'amour est un bouquet de violettes gant Eric Lartigau
Animatour tele
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da welout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- lech'ienn ofisiel (n'eo ket bet hivizaet abaoe 2003)
- Les Nuls