Al lanv rousdu

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Golo-tal Matin Brun gant Franck Pavloff

Al lanv rousdu zo un danevell gant Fañch Jestin a gaver e dibenn al levr Marv eo Fañch !, embannet gant Skol Vreizh e miz Here 2006.

Krouet e oa bet diwar an danevell Matin Brun a oa bet savet gant ar romantour gall Franck Pavloff hag embannet gant an Éditions Cheyne e miz Kerzu 1998.

Troet e oa bet danevell Pavloff e brezhoneg gant Envel Kervoas e 2012 dindan an titl Mintin gell ha skignet da-geñver 5vet Saloñs al Levrioù e Gwened e miz Mezheven 2012 gant ar stal levrioù Cheminant.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur c'houlzad diresis : emeur en ur vro faltaziek ma'z eus un urzh nevez o ren abaoe m'eo erruet ar Parti Broadel e penn ar jeu. Er gêr m'emañ Reun ha Ronan o chom ez eo ret anzav ez a gwelloc'h ha suroc'h an traoù gant ar baotred o rochedoù rousdu o tiwall straedoù kreiz-kêr. Boas eo an daou vignon da vont da darlipat ur banne bier d'an davarn Ar Pevar Avel ha n'int ket bet re chalet pa'z int bet aliet d'evañ ar bier rousdu nevez-flamm kentoc'h. Gwir eo ez eus traoù dister 'zo o cheñch tamm-ha-tamm betek liv pennad-blev ar goantenn a varaerez aet a veleganez da zuardez !

Un deiz e skign ar Radio Vroadel ez eo gwelloc'h kaout kizhier rousdu en abeg ma oa bet prouet e oa ur ouenn start ha yac'h anezhe, hervez ar c'hKomite Skiantel. Bihan e galon e ra Reun e soñj d'en em zizober diouzh Pilhaouer, lazhet ar paourkaezh targazh abalamour m'he devoa roet an Natur ur vlevenn vrizh dezhañ. Evel-just en deus klasket Ronan frealziñ e galamad kozh a-raok bezañ rediet, eñ ivez, da lazhañ Pochtrot e gi Labrador...du. Daoust ma kav d'an daou baotr ez a al Lezenn re bell ganti, kement-se ne vir ket oute a gavout ur c'hazh hag ur c'hi nevez...rousdu al liv anezhe.

Diwezhatoc'hik e kemenn Reun da Ronan n'eus ken eus Kazetenn Ar Vro, bet erlec'hiet gant ar c'hKeleier Rousdu. Ingal eo dezhe o vezañ ma c'hellont kavout er gazetenn nevez peadra da c'hoari tierse, na petra 'ta.

Mont a ra pelloc'h c'hoazh al Lezenn pa gemenn ez eo kablus ivez ar re (koulz hag o c'herent hag amezeien) o devoa bet ul loen ha ne oa ket rousdu kent : paeañ ker a ra an daou baotr o digasted kement hag o laoskentez ha kaset eo Ronan gant ar C'harr-Kañv rousdu o lezel Reun da c'hortoz e dro, e-unan-penn.