Akwasi Afrifa
Neuz
Akwasi Amankwaa Afrifa (24 a viz Ebrel 1936 - 26 a viz Even 1979) a oa ur soudard ha prezidant Ghana.
Afrifa a oa unan eus eizh ezel an National Liberation Council goude taol-Stad miz C'hwevrer 1966 a zistroadas Kwame Nkrumah. Pa voe rediet Joseph Arthur Ankrah da reiñ e zilez e miz Ebrel 1969 e voe lakaet Afrifa e penn ar Stad. Chom a reas er garg-se betek miz Eost 1970.
E 1979 e voe harzet, barnet ha fuzuilhet, asambles gant ofiserien all (en o zouez Ignatius Kutu Acheampong ha Fred Akuffo bet ivez pennoù-Stad).