Akouchi ruz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Rodentia | ||
| Kerentiad : | Dasyproctidae | ||
| Genad : | Myoprocta | ||
| Anv skiantel | |||
| Myoprocta acouchy Erxleben, 1777 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An akouchi ruz (Myoprocta acouchy) zo ur bronneg krigner a vev e Suamerika, en norzh d'ar stêr Amazon.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 35 ha 50 cm eo e hirder hag etre 1 kg hag 1,5 kg e bouez.
Liv orañjez eo e gostezioù ha du pe gell e gein. Moal eo an takadoù a-dreñv d'e zivskouarn ha tro-dro d'e c'henoù ha d'e zaoulagad. Hir ha du eo e vourroù. Blevenn e dalier n'eo ket roudennek, pezh a ziforc'h anezhañ d'an akouti glas.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar gouennañ e verk ar par e diriad gant gwagrennoù ar fraezh dre frotañ e bavioù a-dreñv ouzh an douar. Mont a ra da heul ur barez gant e bavioù a-raok o krenañ hag en ur ezteurel ur c'hri skiltr.
An dougen a bad war-dro 100 deiz ha ganet e vez etre 1 ha 3 c'holen. Dizonet e vez ar re vihan da 2 pe 3 miz ha tizhout a reont o oad gour pa vezont war-dro 10 miz.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Geotdebrer eo hag en em vagañ a ra diwar frouezh, kraoñ ha had. Douarañ a ra greun evit ar c'houlz-amzer sec'h.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra e strouezheg stank ar c'hoadoù. Tremen a ra an noz e neizhoù graet gant delioù, alies e kefioù kleuz.