Aki Yerushalayim

Eus Wikipedia

Aki Yerushalayim (ladinoeg a dalvez Amañ Jeruzalem) a zo ur magazin ladinoek a vez embannet 2-3 gwech ar bloaz en Israel. Moshe Shaul eo rener ar magazin. Embannet e vez war internet ivez.

Hiziv an deiz ez eo ar magazin pennañ e ladinoeg, gant ar gazetenn Şalom embannet e Turkia. Pal Aki Yerushalayim eo skignañ ha gwareziñ al ladinoeg hag ar sevenadur sefarat. Embannet e vez gant ar Gevredigezh Sefarat hag Autoridad Nasionala del Ladino.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]