Agostino Tassi
Neuz
Agostino Tassi, pe Agostino Tassi Buonamici (war-dro 1566 - Roma, 1644) a oa ul livour eus Peruggia. Poltredour ha livour maezioù e oa. Adalek 1610 e oa deuet da chom da Roma, hag al livour gall Claude Lorrain zo bet desket gantañ.
Levezonet e oa gant Mathijs Bril hag Adam Elsheimer, livourien eus hanternoz Europa. Da gentañ e labouras e Toskana (1594 - 1608) hag e Genova.
En 1613 en devoa gwallet al livourez Artemisia Gentileschi, ha hi krennardez, pa oa bet fiziet ennañ deskiñ ar plac'h gant he zad, al livour Orazio Gentileschi. Eizh miz toull-bac'h en doa d'ober evit se.
Maouezed all en doa gwallet ivez, e wreg hag e c'hoar-gaer, evel ma voe dizoloet er prosez graet outañ gant al livourez.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stormy Seascape with Jonah and the Whale
- The Embarkation of a Queen
- Landscape with Tobias and the Angel