Agnese Visconti
Agnese Visconti (Milano, 1363 – Mantova, 1391) a oa ur briñsez italian, merc'h da Bernabò Visconti, aotrou Milano, ha da Beatrice della Scala.
Hec'h eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Agnese en Milano, en Italia, hag an navet bugel eus seitek bugel he mamm hag he zad e oa. C'hoar e oa da Taddea Visconti, dimezet da Stephen III, Dug Bavaria hag a oa mamm da Isabeau Bavaria, pried da Charlez VI Bro-C'hall. Agnese evel he c'hoarezed a oa da ober euredoù a dalvoudegezh politikel.
He zad Bernabò a oa un despot kriz ha didruez, enebet ouzh an Iliz. Kemer a reas kêr Bologna digant ar pab, disteurel aotrouniezh ar pab, teurel e grabanoù war madoù an Iliz, ha difenn ouzh e sujidi kaout afer ebet gant Curia Roma. Eskumunuget e voe e 1363 gant Urban V eta, d'ar mare ma oa ar pab o prezeg brezel ar groaz enep dezhañ[1] When Bernabò was in one of his frequent rages, only the children's mother, Beatrice Regina, was able to approach him[2].
E 1375 e oa bet prometet gant he zad he dimeziñ da vab Ludovico II Gonzaga. Evel argouroù e oa 50.000 skoed aour ha kêrioù Parma, Cremona, Brescia ha Bergamo. E 1380 e timezas da Francesco Iañ Gonzaga aotrou Mantova. Da geñver hec'h eured e roas Bernabò ha Beatrice d'o merc'h ul Libro delle Istorie del Mondo, un oberenn gant Giovanni di Benedetto da Como[3].
Mamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur verc'h he doe[4]:
- Alda (?-30 a viz Gouhere 1405), a zimezas e 1405 da Francesco II Novello da Carrara, Aotrou Padova[5].
Distroadet he zad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa c'hoarvezas an taol-stad a-enep Bernabò, kaset gant Gian Galeazzo Visconti, a lakaas bac'hañ, e kastell Trezzo, e eontr hag e vibien Ludovico ha Rodolfo, ec'h embannas Agnese e save a-grenn a-enep gwalloberoù he c'henderv. Degemer a reas e Mantova harluidi eus Milano a oa enebet ouzh aotrou nevez Milano[6].
Kondaonet d'ar marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tamallet e voe dezhi bezañ avoultrez ha dibennet e voe war un dro gant he serc'heg, Antonio da Scandiano[5]. Abegoù politikel a oa moarvat d'he c'hondaonidigezh[6].
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vloaz goude ec'h addimezas Francesco[6] da Margherita Malatesta, hag e skoulmas un emglev gant aotrouien Rimini a-enep galloud Visconti Milano[5].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Barbara W. Tuchman, A Distant Mirror, p.263
- ↑ Tuchman, p.254
- ↑ http://www.storiadimilano.it/Arte/miniatori.htm
- ↑ https://web.archive.org/web/20160305044823/http://genealogy.euweb.cz/gonzaga/gonzaga2.html#F1
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 http://www.chieracostui.com/costui/docs/search/schedaoltre.asp?ID=909
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 https://web.archive.org/web/20070927050050/http://www.itis.mn.it/gonzaga/files/gonzaga/4_gonzaga/francesco1.html