Mont d’an endalc’had

Agnes von Kurowsky

Eus Wikipedia
Agnes e Milano e 1918 (Luc'hskeudenn a-berzh an Hemingway Foundation)

Agnes von Kurowsky, pe Agnes von Kurowsky Stanfield (1892, Germantown, Philadelphia, Pennsylvania – 1984), a oa ur glañvdiourez stadunanat a vije bet diazez tudenn "Catherine Barkley" e romant Ernest Hemingway, A Farewell to Arms. Implijet e voe darvoudoù eus e vuhez en Italia gant Hemingway evit sevel dek danevell. Tud a faltazi, diazezet war e glañvdiourez Kurowsky, a weler en danevelloù A Very Short Story, The Snows of Kilimanjaro, hag A Farewell to Arms.

Agnes von Kurowsky Stanfield a oa ganet d'ar 5 a viz 1892, en Germantown, Philadelphia, Pennsylvania. Pa reas he zud anaoudegezh e oa he zad polonat o kelenn yezhoù e skol Berlitz Washington, D.C.. Nizez e oa d'an tisavour William Holabird, eus Chicago, hag a-berzh -mamm e oa merc'h -vihan d'ar jeneral Samuel Beckley Holabird. Meur a wech e tilojas an tiegezh hogen e Washington e oa ar gêr, hervez kalon Agnes. Skoliet e voe e Fairmont Seminary, heuliaén a reas ur stummadur evit labourat e levraoueg kêr Washington. E 1910 edo o labourat eno. En 1914 e tilezas al levraoueg da vont d'ur skol klañvdiourezed. Re c'horrek ha dizarvoud e kave al levraoueg, emezi, un dra bennak birvidikoc'h a felle dezhi.

Klañvdiourez e oa Agnes von Kurowsky en un ospital amerikan en Milano e-pad ar Brezel-bed kentañ . Unan eus ar glañvourien e oa Hemingway, ha karantez a vagas outi. Goude ar brezel, distro Hemingway da SUA, edo ar skrivagner o c'hortoz Kurowsky da zont d'e gaout, ha da zimeziñ. E-lec'h kement-se e resevas ul lizher diganti da lakaat fin d'o darempred. Distreiñ a reas Agnes da SUA, met gwech ebet n'en em adweljont.

Beziet eo e Washington DC e bered an arme.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Reynolds, Michael S. Hemingway's First War, the Making of "A Farewell to Arms", Princeton University Press (1976)
  • Hemingway, Leicester. My Brother, Ernest Hemingway, World Publishing Company (1961)
  • Nagel, James. Ernest Hemingway, the Writer in Context, edited by the University of Wisconsin Press (1976)
  • Reynolds, Michael S. The Agnes Tapes: A Farewell to Catherine Barkley, Fitzgerald/Hemingway Annual (1979)
  • Bell, Millicent. "A Farewell to Arms: Pseudoautobiography and Personal Metaphor", Ernest Hemingway, the Writer in Context
  • Baker, Carlos. Ernest Hemingway: a Life Story, Scribners (1969)
Sandra Bullock a zo Agnes von Kurowsky er film In Love and War.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]