Mont d’an endalc’had

Agapornis

Eus Wikipedia
Agapornis

Agapornis nigrigenis,
luc'hskeudennet e Zoo Londrez
(Bro-Saoz).
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Psittaciformes
Kerentiad : Psittaculidae
Anv skiantel
Agapornis
Selby, 1836
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Agapornis a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1836 gant ar skiantour saoz Prideaux John Selby (1788-1867).
Dont a ra e anv eus an daou c'her henc'hresianek "αγάπη" (karantez) hag "ὄρνις" (evn).

Ober a ra TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg laboused ar garantez eus evned ar genad-mañ : ar brud o devez da chom asambles e-pad pell amzer pa vevont a-goubladoù.

Er film The Birds (1963) gant Alfred Hitchcock (1899-1980) e kej an eil haroz — "Melanie Daniels", Tippi Hedren (1930-) — gant egile — "Mitch Brenner", Rod Taylor (1930-2015) — en ur stal-evned a-drugarez d'ur c'houblad Agapornis...

Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[1]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nav spesad a ya d'ober ar genad :

O c'havout a reer holl en Afrika.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]