Agapornis
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Psittaciformes | ||
| Kerentiad : | Psittaculidae | ||
| Anv skiantel | |||
| Agapornis Selby, 1836 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Agapornis a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1836 gant ar skiantour saoz Prideaux John Selby (1788-1867).
Dont a ra e anv eus an daou c'her henc'hresianek "αγάπη" (karantez) hag "ὄρνις" (evn).
Ober a ra TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg laboused ar garantez eus evned ar genad-mañ : ar brud o devez da chom asambles e-pad pell amzer pa vevont a-goubladoù.
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er film The Birds (1963) gant Alfred Hitchcock (1899-1980) e kej an eil haroz — "Melanie Daniels", Tippi Hedren (1930-) — gant egile — "Mitch Brenner", Rod Taylor (1930-2015) — en ur stal-evned a-drugarez d'ur c'houblad Agapornis...
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav spesad a ya d'ober ar genad :
- Agapornis canus
- A. c. ablectaneus hag A. c. canus,
- an daouig Fischer (Agapornis fischeri),
- Agapornis lilianae,
- Agapornis nigrigenis,
- an daouig penn du (Agapornis personatus),
- Agapornis pullarius
- A. p. pullarius hag A. p. ugandae,
- Agapornis roseicollis
- A. r. catumbella hag A. r. roseicollis,
- Agapornis swindernianus
- A. s. emini, A. s. swindernianus hag A. s. zenkeri,
- Agapornis taranta.
O c'havout a reer holl en Afrika.
