Mont d’an endalc’had

Afon Mellte

Eus Wikipedia
Sgŵd Clun-gwyn, lamm-dour war ar stêr Mellte.

Ar stêr Mellte, pe Afon Mellte, zo ur stêr e kreisteiz Kembre. C'hoarvezout a ra eus kember an Afon Llia hag an Afon Dringarth en hanternoz da bloue Ystradfellte. Goude e red trema'r c'hreisteiz dre Ystradfellte hag e tegouezh e Pontneddfechan, hag eno, gant an Afon Nedd Fechan eo e reont an Afon Nedd.

Redek a ra he doureier dindan an douar war-hed un hanter-lev bennak tost da Porth yr Ogof, en un dachenn razek, leun a vougevioù. Pelloc'h e tiskenn ar stêr a-lammoù : lammoù-dour brudet zo evel re Sgŵd Clun-gwyn, Sgŵd Isaf Clun-gwyn ha Sgŵd y Pannwr.