Mont d’an endalc’had

Afon Hepste

Eus Wikipedia
Sgwd yr Eira, war an Afon Hepste

An Afon Hepste zo ur stêr e Parc Cenedlaethol Bannau Brycheiniog e kreisteiz Powys e Kembre.

Eieniñ a ra e Fforest Fawr. E-kichen atant Hepste Fechan e kej ar stêrioù bihan anvet Afon y Waun, Nant y Cwrier ha Nant Hepste Fechan. Neuze e red trema ar mervent. Ul lamm-dour brudet zo enni, anvet Sgwd yr Eira. Pelloc'hik e kej gant ar stêr Mellte e-kichenik Ystradfellte.