Afon Clywedog (Hafren)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Clywedog zo ivez.

Ar stêr Clywedog zo ur stêr 29 km hed e Powys, e Kembre.

Eieniñ a ra en uhelennoù hanternosañ Pumlumon, e-lec'h ma kej Nant Ddu ha Nant Goch an eil gant eben. Redek a ra neuze trema'r reter ha treuziñ kêriadenn Penffordd-las, lec'h ma tro d'ar c'hreisteiz da vont e-barzh Llyn Clywedog, lenn krouet gant stankell uhelañ Breizh-Veur dreist ar stêr. Pa deu e-maez al lenn e tiskenn war-du ar gevred. Adstêr eo d'an Hafren e Llanidloes.