Aerouant ar Wawel
Aerouant ar Wawel (Smok Wawelski e poloneg) zo un aerouant mojennel brudet e kêr Graków e Polonia. Hervez ar vojenn e veve al loen en ur vougev e tor tuchenn ar Wavel, a-us d'ar stêr Wisła. E lein an duchenn ez eus ur c'hastell hag un iliz-veur, ha dirazo delwenn un aerouant hag ur blakenn en enor d'ur priñs mojennel anvet Krakus hag a drec'has al loen hag a savas kêr Krakow dirak ar vougev, hag a roas e anv d'ar gêr-se.
Hervez ar vojenn ec'h ae an euzhvil bemdez dre ar maezioù tro-war-dro da lazhañ tud ar vro, da laerezh en o zier ha da zebriñ ar chatal.
E doareoù zo eus ar vojenn e plije d'an aerouant debriñ merc'hed yaouank ha ne roe peoc'h ebet d'an dud ma ne veze ket lakaet dezhañ ur plac'h yaouank dirak e vougev ur wech ar miz.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pell, pell-pell, pell-bras eus Breizh, en ur vro a zo anvet Polonia, ez eus ur gêr gozh, kozh-kozh, anvet Kraków.
E Kraków emañ ar menez Wawel, ha war ar menez emañ kastell Wawel, kastell rouaned ar vro. Savet eo bet gant Grach, kentañ roue Kraków, en amzer gozh, kozh-kozh.
Hag ar roue Grach a oa o chom e kastell Wawel gant e verc’h Wanda. Un deiz e voe un aerouant bras o nijal a-us d‘ar Wawel. Hennezh a oa un aerouant drouk, leun a gounnar. E-pad an deiz e chome kuzh en ur vougev, ar Smocza Jama, dindan ar c’hastell, met bemnoz e teue er-maez da glask e voued ha da zebriñ kezeg, pe saout, pe verc’hed yaouank. Spontet e oa an holl dud e Kraków, ha trist-bras e oa ar roue Grac’h.
En amzer-se ivez, war ar maez e-kichen Wawel, e oa ur botaouer anvet Skuba, ha hennezh a oa un den fin, eus ar re finañ.
Skuba en doa soñjet kemer kroc’hen un dañvad gwenn ha lakaat soufr ha ter-du e-barzh. Ha goude-se e oa aet, buan-buan, d’ar menez Wawel, goude kuzh-heol, da lakaat ar c’hroc’hen gwenn dirak mougev an aerouant.
An aerouant drouk en doa klevet trouz, lakaet e benn er-maez, ha debret ar boued buan-ha-buan. E berramzer e oa deuet sec’hed ruz dezhañ.
Neuze e oa deuet er-maez hag aet betek ar stêr Wisła, e-tal kastell Wawel. Hag eñ da evañ, da evañ, ha da evañ dour eus ar stêr.
Pa oa an heol o sevel e oa bet dihunet an holl dud e kêr Graków, hag ar roue Grac’h evel ar re all, gant ur mell strak bras !
An aerouant en doa evet kalz dour, kement a zour ma oa tarzhet e gof hag aet e mil tamm.
Laouen-meurbet e oa ar roue Grac’h, ar botaouer Skuba hag an holl dud e Kraków.
Hag ar roue Grac’h en doa roet e verc’h Wanda da Skuba. Un eured a oa bet, war an ton bras, hag ur friko bras e Kraków. Ha ne oa ket bet evet kalz dour.
Ha tud Kraków, evit trugarekaat al loen, o devoa savet un delwenn d’an aerouant dirak ar vougev.
Ma teuit un deiz da Graków e welfet an aerouant houarn, e-kichen ar stêr Wisła, dirak ar c’hastell.