Mont d’an endalc’had

Adolfo

Eus Wikipedia

Adolfo zo un anv-badez italianek ha spagnolek, deuet diwar an anv Adolphus, doare latin an anv-badez alamanek Adolf.

Dont a ra eus Adalulf pe Athalwolf, degaset gant ar Vizigoted; e latin Athavulfus pe Adolfus, diwar adal, "uhel, nobl", ha wulf, "bleiz", da lavarout eo "bleiz nobl", pe "brezelour uhel", Ataúlfo a voe roue ar Visigoted adal 410 betek 415.

  • Adolfa, Adolfina, evit ar merc'hed.
  • Adolf, en alamaneg
  • Adolphe e galleg
  • Adolphus e latin ha saozneg.