Adhan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enroladenn galv ur muezzin.
Bilal, kentañ muezzin an islam war ar C'haaba.

An adhan (Arabeg: أَذَان‎‎ [ʔaˈðaːn]) (turkeg: Ezan) a vez graet eus ar galv islamek d'ar bedenn dibunet gant ar muezzin hervez eurvezhioù resis an devezh. Gwriziennoù ar ger zo da glask en ʾadhina أَذِنَ, a dalvez kement ha "da selaou, klevet, bezañ kelaouet gant un dra bennak".

Pemp gwech bemdez e vez klevet an adhan kanet gant ar vuezzined adal minared ar voskeenn. Pal ar galv zo kelaouiñ ar vuzulmaned eo deuet mare ar bedenn. Ouzhpenn-se ez eo un doare da lakaat war-raok deverioù pep muzulman: ar Fard (al lezenn islamek) kement hag ar salah, kentañ piler an Islam.