Adamprest (yezhoniezh)
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen adamprest (saoz. reborrowing) war dachenn ar geriaouiñ hag ar dermenadurezh evit komz eus ur ger bet amprestet eus ur yezh d'eben ha neuze bet amprestet adarre gant ar yezh orin digant ar yezh bet degemeret ganti, alies dindan ur stumm disheñvel evel-henn: A→B→A
Alies eo luziet-tre istor un amprest, o tremen a yezh da yezh a-raok distreiñ d'ar yezh orin.