Ada

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ada, pe Adah, zo un anv-badez alamanek ha saoznek a orin hebreek, roet d'ar merc'hed.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div vaouez anvet Adah zo meneget e Levr ar C'heneliezh.

  • ur wreg da Lemec, eus lignez Kain (Levr ar C'heneliezh, 4-19)
  • ur wreg da Esau, mab da Izaag ha breur da Jakob (Levr ar C'heneliezh, 36-2).

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Santez Ada, santez katolik, er Mañs er VIIvet kantved.
  • Ada, c'hoar d'an impalaer Karl Veur, brudet hec'h anv abalamour d'an dornskrid, eus an VIIIvet kantved, anvet Avieler Ada, dediet dezhi.
  • Ada Hollande ( 1188-1223), kontez Holland