Acaill Bheag
Neuz
Acaill Bheag (Achillbeg e saozneg) zo un enezenn vihan war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. Emañ war-hed 150 metr diouzh enez Acaill, ha 3,5 km en hanternoz da enez Cliara. Acaill vihan eo ster hec'h anv.
E 1965 e oa aet kuit annezidi ar geriadenn a oa e-kreiz an enezenn, da chom war an douar-bras pe war enez Acaill. Hiziv n'eus mui nemet tiez-vakañsoù eno, hag un tour-tan, savet e 1965 ivez. Asambles gant tour-tan enez Cliara e verk an hent da vont tre e bae Cuan Mó.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jonathan Beaumont: Achillbeg - The Life of an Island The Oakwood Press. 2005.