Mont d’an endalc’had

Absyrtos

Eus Wikipedia

Absyrtos pe Apsyrtos (henc'hresianeg : Ἄψυρτος) a oa mab pennhêr da Aietes, roue Kolc'his, ha d'an nereidenn Idyia.

Breur e oa da v-Medeia, e mojenn ar maoutken aour. Pa'z eas Medeia kuit gant Iason e kasas he breur Absyrtos ganti. Ha pa welas edo he zad war o lerc'h e lazhas Absyrtos, e tispennas e gorf, hag e taolas e izili unan-hag-unan war hent ar roue evit e spontañ hag evit ma paouezfe da zont war o lerc'h gant an heug.

Chom a reas Aietes da zastum an tammoù ha n'eas ket war-lerc'h an dorfedourez.