Abrobin
Abrobin zo ul levr gant Yeun ar Gow, hag embannet gant Al Liamm e 1964, savet diwar ar romant Robinson Crusoe gant ar skrivagner saoz Daniel Defoe, e 1719. Kant c'hwec'h pajenn ha tri-ugent zo en embannadur brezhonek kentañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er roll « Oberou Yeun ar Gow » a gaver e penn kentañ Ar Person touer, e 1961, e oa meneget e-touez an « Oberou diembann » : « ROBINSON KRUZO, hervez D. De Foe ». Padal, pa zeuas e-maez al levr e skrivas Yeun ar Gow en ur rakskrid : « Daniel Defoe, pe De Foe evel ma ra darn outañ dre fazi ». Gwir eo e lenner De Foe war ar goloioù gallek, ha Defoe en holl levrioù saoznek.
Un eil embannadur e ti Al Liamm e 2005 a zo bet anvet : « Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar GOW », 156 pajenn ennañ, dek nebeutoc'h eget en embannadur brezhonek kentañ, ma c'haller soñjal eo bet berraet un tamm bennak.
Troidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un droidigezh e vije al levr, daoust ma n'eo ket skrivet war ar golo. Troidigezh diwar betra avat ?
Marteze diwar oberenn saoznek ar skrivagner saoz Daniel Defoe, Robinson Crusoe, bet embannet e 1719. Se n'hall ket bezañ pa seller eus niver ar pajennoù : en embannadur saoznek gant Penguin, e 2004, e konter 288 pajenn[1] pa n'eus nemet 160 pajenn e brezhoneg.
Splann eo n'eo ket ar skrid orin zo bet lakaet e brezhoneg, nag an droidigezh c'hallek anezhañ zoken. Neuze n'hall bezañ nemet un embannadur gallek evit bugale. Marteze hini ar Bibliothèque verte (an hini kentañ a oa bet graet e 1938), a oa 252 bajenn ennañ koulskoude, hag a vefe bet krennet c'hoazh ouzhpenn evit embann e brezhoneg[2]. Met marteze eo troet diwar un embannadur bennak all, pe adsavet daou pe dri embannadur gallek evit ar yaouankiz war un dro.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Embannadurioù gallek
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Fichenn embannadur Robinson Crusoe gant Penguin Classics : 288 pajenn : [1]
- ↑ (fr) [2]