Abdülaziz (sultan)

Eus Wikipedia
Abdülaziz

Abdülaziz, ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1830, a voe 32vet sultan an impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Mahmut II ha Pertevniyal Sultan, ha hanter-vreur Abdülmecit I.

Ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevesaat a reas an arme hag al lestraz otoman.

Ar sultan kentañ o vont da weladenniñ stadoù all Europa e voe. Mont a reas da gaout pennoù Bro-C'hall, Bro-Saoz, Belgia, Alamagn hag Aostria-Hungaria.

Dindan e ren e voe emsavadegoù bras er Balkanioù.

Abalamour da gudennoù bras e mererezh arc'hant ar stad e voe graet freuz-stal gant an impalaeriezh ha skarzhet e voe Abdülaziz diouzh an tron d'an 30 a viz Mae 1876. En e blas e voe lakaet e niz Murat.

D'ar 4 a viz Even 1876 e voe adkavet korf Abdülaziz, troc'het gwazhied e arzorn gant sizailh. Ent-ofisiel e voe disklêriet e oa un emlazh met buan e redas ar vrud e oa bet muntret.

Victor Masson, Marv Abdülaziz, e 1876


En e raok:
Abdülmecit I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
18611876
War e lerc'h:
Murat V