A Canticle for Leibowitz
| Titl | A Canticle for Leibowitz, Un cantique pour Leibowitz |
|---|---|
| Heuliet gant | Saint Leibowitz and the Wild Horse Woman |
| Seurt oberenn | romant |
| Tachenn | skiant-faltazi, faltazi Apokaliptek ha goude Apokalips |
| Embannadur | A Canticle for Leibowitz |
| Aozer | Walter M. Miller |
| Ti-embann | J. B. Lippincott & Co. |
| Deiziad embann | Here 1959, 1959 |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Lec'h an istor | Southwestern United States |
| Prizioù resevet | Hugo Award for Best Novel, NPR Top 100 Science Fiction and Fantasy Books |
| Diskouez a ra | engineering drawing |
A Canticle for Leibowitz (Ur C'hantik evit Leibowitz e brezhoneg) zo ur romant skiant-faltazi saoznek skrivet gant an Amerikan Walter M. Miller, Jr, embannet er Stadoù-Unanet e 1959 hag e Bro-C'hall e 1962.
Sellet e vez outañ evel unan eus pennoberennoù al lennegezh skiant-faltazi.
Savet eo ar romant diwar teir c'hontadenn embannet entre 1952 et 1957 er gelc'hgelaouenn SF « The Magazine of Fantasy and Science Fiction ». Diwar-benn istor Mab-Den en dazont goude ar brezel nukleel, ha ster ar relijion eo.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an XXvet kantved, goude ur brezel nukleel, e fellas d'an dud a oa chomet bev distruj an holl levrioù dre ma oant binvioù euzhus ar skiant he doa distrujet an denelezh. Isaac Leibowitz, a oa un ijinour, a savas un urzh menec'h da glask saveteiñ an oberennoù na oant ket bet distrujet.
Un toullad kantvedoù goude edo ar breur Francis, eus Urzh Leibowitz, o tizoleiñ relegoù hag a c'hallje reiñ tro d'ar skiant da vleuniañ en-dro.