Deiz an ANZAC

Eus Wikipedia
(Adkaset eus ANZAC Day)
Dibunadeg evit Devezh an Anzac e 2017

Anzac Day, pe Gouel an Anzac (Australian and New Zealand Army Corps), eo ar gouel a vez lidet en Aostralia ha Zeland-Nevez d'ar 25 a viz Ebrel da enoriñ an Australian and New Zealand Army Corps (ANZAC) a oa bet kaset e 1915 da vrezeliñ ouzh arme Turki er Brezel-bed kentañ, en Emgann an Dardanelloù.
Hiziv an deiz e vez anv muioc'h eus ar brezelioù zo bet abaoe. Lidet e vez Anzac Day en Inizi Cook, Niue, Samoa ha Tonga ivez.