69th Infantry Regiment (New York)

Eus Wikipedia
Skoed ardamez an 69th Infantry Regiment eu New York

An 69th Infantry Regiment a oa ur rejimant troadegiezh eus an Union Army krouet e 1849 hag a zo atav anezhañ en United States Army. Krouet e oa bet e New York City, ul lodenn eus an New York Army National Guard e oa. Brudet e voe gant an anv "Fighting Sixty-Ninth", un anv a vefe bet roet d'ar rejimant gant ar jeneral Robert E. Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An unvez a oa unan a orin iwerzhonat dreist-holl evel ma voe skrivet gant ar barzh Joyce Kilmer er barzhoneg When the 69th Comes Home. An unvez-se a oa bet lesanvet ivez ar "Fighting Irish". Etre 1917 ha 1992 e oa bet graet 165th Infantry Regiment anezhañ. Lec'h pennañ an 69th Regiment a zo e Manhattan.

Reveulzierien Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammenn an 69th Infantry Regiment a zo da glask e-kostez reveulzierien broadelour Iwerzhon.

Distro an 69th Infantry Regimen, N.Y.S.M. 1862–63, gant Louis Lang
Soudarded a-vremañ ar rejimant o tibunañ e New-York